Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Gwazour.ez. troskol liesvarrek divyezhek

Lec'h : Banaleg

Framm : Skol Diwan Banaleg

Tachenn : Labour tro-skol

Doare : Darnamzer (20e/sizhun) (Kevrat termenet he fad)

Post da bourvezañ d'an : Dibenn miz Eost 2021

Deskrivadur ar post :

Labourat a reoc’h en ur skol-vamm ha kentañ derez e lec’h ma vez kelennet e brezhoneg.
Sikour hag ambrougiñ a reoc’h ar vugale da vareoù disheñvel e-pad an devezh, ha kemer a reoc’h perzh evit kempenn al lec’h :
– sikour evit fardañ ar predoù
– servij er c’hantin
– evezhiañ ar porzh ha troskol
– kempenn an ti hag an dafar

Profil :

– Komz a rit brezhoneg pe dedennet oc’h evit deskiñ ar yezh
– troet oc’h war an teknikoù buheziñ, divorfilañ ha korfeztaol ar vugale
– kizidik oc’h d’ar redioù desevel a sell ouzh degemer bugale a oadoù disheñvel
– an eskemm hag ar bedagogiezh a zo lod eus ho perzhioù mat
– skiant ar giriegezhioù hag ar selaou ho peus
– gouzout a rit labourat gant ur skipailh ha bezañ emren
– gouest oc’h da zoujañ ouzh ar reolennoù yec’hed ha surentez.

Kas ur CV hag ul lizher emginnig

Darempred : AEP skol Diwan Banaleg

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all