Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Apertium - Gouzout muioc'h

Pal un troer emgefre n'eo ket kinnig ur skrid difazi a c'hallfe bezañ embannet evel m'emañ. Kentoc'h eo ar pal kinnig un droidigezh komprenus.


Kroget ez eus bet da labourat war an tu brezhoneg-galleg; diwezhatoc'h e vo tu da ouzhpennañ troidigezhioù eus ar brezhoneg war-du yezhoù all ivez. Ar gerioù merket gant ur steredennig * dirazo n'int ket anavezet evit ar mare.

Gallout a rit goulenn ma vefent ouzhpennet.


Mar fell deoc'h kaout un droidigezh eus ar gwellañ, kribit mat yezh an destenn a fell deoc'h treiñ. Seul vui e vo difazi ha tostoc'h ho skrid eus ar brezhoneg skrivet standard, seul welloc'h e vo an disoc'h. Diwallit eus ar fazioù reizhskrivañ eta. Skrivit ar gerioù en o hed, gant ar rannigoù-verb hag ar stummoù-verb klok (am eus, az poa). Diwallit : evit ar mare n'eo ket anavezet gant an troer stummoù amzer gourc'hemenn ar verboù (grit se, deuit amañ).


Bemdez e vez gwellaet an troer.

Kasit ar pennad-mañ da dud all