Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Marc'had al labour

Eus an eil bloaz d'egile e vez muioc'h-mui a bostoù labour a vez goulennet digant an dud a fell dezho mont warno bezañ barrek war ar brezhoneg (1 300 post bennak e 2012).

An tachennoù ma implijer brezhonegerien

Gant ar brezhoneg e c'haller kavout ur vicher ivez : 1 500 post kevatal da implijoù leunamzer zo bet renablet gant Arsellva implij ar yezhoù.

E bed ar c'helenn ez eus ezhomm eus brezhonegerien dreist-holl, ha bep bloaz e kresk an niver a gelennerien. Postoù zo ivez evit merañ ar frammoù (renerezh, sekretouriezh, kontouriezh...), e bed ar mediaoù, er strollegezhioù lec'hel... War greskiñ ez a an niver a vrezhonegerien war dachenn an degemer bugaligoù abaoe un nebeud bloavezhioù. Ma fell deoc'h kaout ur c'hinnig eus ar micherioù-se e c'hellit klikañ war al liamm-mañ ivez ha lenn teul an ONISEP. Gallout a rit ivez lenn an teul a ginnig disoc'hoù enklask 2012 Arsellva implij ar yezhoù.

Mont en-dro

Er bajenn-mañ e c'hallit sellet ouzh ar c'hinnigoù-labour nevez hag ivez embann ur c'hinnig-labour a rankit ennañ resisaat, en div yezh, peseurt doare post eo, pelec'h e vo, peseurt kevrat e vo, ha reiñ ho chomlec'h.

CV

Gallout a rit gwelet CVoù brezhonegerien a ginnig o barregezhioù dre glikañ amañ.

koumanantiñ d'ar gwazhioù RSS RSS

Kas un emstrivadur eeun

2 respont war 22 - Pajenn 3/3
  • Rener.ez kreizenn dudi Gwengamp

    Lec'h : Gwengamp

    Tachenn : Buhezañ / Merañ

    Deiziad : 09/05/2019

    Doare : Darnamzer (Kevrat termenet he fad (a c'hallo emdreiñ))

    Post da bourvezañ d'an : D'ar 1añ a viz Gwengolo 2019

    Evit gouzout hiroc'h

  • Hanterour.ez sevenadurel

    Lec'h : Kommanna ha Sant-Riwal

    Tachenn : Glad

    Deiziad : 22/08/2018

    Doare : Leunamzer (Kevret termenet he fad )

    Post da bourvezañ d'an : Diskar-amzer 2018

    Evit gouzout hiroc'h

2 respont war 22 - Pajenn 3/3

Kasit ar pennad-mañ da dud all