Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ur stummadur diwar-benn ar politikerezh yezh evit an dilennidi

Web gwelet en he brasañ

Stummañ 30/08/2021

Gant an ARIC hag an OPAB e vo kenaozet un devezh stummañ evit an dilennidi, e Henbont, d’ar Gwener 21 a viz Gwengolo 2021

Reiñ alc’hwezioù d’an dilennidi evit kompren dalc’hoù ur politikerezh yezh, ober anaoudegezh gant ar binvioù liesseurt a zo anezho evit kas ar yezh war-raok ha sevel ur rouedad etre an dilennidi evit lakaat e pleustr oberoù fetis eo pal ar stummadur-se.

Lusket e vo ar stalioù-labour gant gwazourien eus an OPAB ha dilennidi o deus savet strategiezhioù c’hoazh evit lakaat an implij eus ar yezh war wel en o strollegezh.

Digor eo bepred eo an enskrivadurioù.

Evit pellgargañ ar fichenn-enskrivañ, klikañ amañ.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0