Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Lid-sinañ ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kêr Liverieg

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 24/02/2021

Sinet eo bet ar garta d’an 12 a viz C’hwevrer 2021

Sinet eo bet ar garta d’an 12 a viz C’hwevrer 2021 dirak an ao. Guillaume Bégué, maer Liverieg, Lydia Meret, eilmaerez ha Laurence Blouin Duffée, kuzulierez-kêr ha dilennadez dave evit ar garta hag an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an Ofis Publik.

Evit dont a-benn d’he raktres, ha diwar guzulioù an Ofis Publik a skoazell anezhi, he deus votet ar gumun 6 ober da gas da benn dindan bloaz evit tizhout al live 1.

Sed amañ da-heul an oberoù dibabet :

Ober 1 : Staliañ panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun

Ober 15 : Kemer perzh er c’houlzad bloaziek da vrudañ ar c’helenn brezhoneg evit an oadourien

Ober 25 : Diorren ar c’helenn divyezhek er gumun

Ober 29 : Kaout un dalc’had levrioù ha DVDoù brezhonek e levraoueg / mediaoueg ar gumun hag he boueta ingal gant al levrioù nevez-embannet

Ober 31 : Divyezhekaat ar c’hemennnoù war ar panelloù kelaouiñ elektronek

Ober 36 : Degemer e skolioù divyezhek ar gumun ar skolidi a zeu eus kumunioù hep tamm kinnig divyezhek

Tost an holl oberoù-se a zo bet kaset da benn vat c’hoazh ha buan e c’hallo ar gumun bezañ labelaet.

En o frezegennoù o deus embannet an dilennidi kêr hag an it. Louarn ivez e oant laouen-kaer gant startijenn an hentad divyezhek a oa bet krouet e 2015 hag a ra berzh abaoe gant ouzhpenn 100 skoliad. War ar stern emañ ivez digoradur un hentad divyezhek e skolaj Liverieg d’an distro-skol 2021-2022. Ar pezh a roio da skolidi ar gumun hag eus ar c’humunioù tro-dro,ur c’hendalc’h pedagogel tost ouzh o zi.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob