Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Engouestl Gourlizon da live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 20/11/2019

Dalc’het eo bet al lid-sinañ en ti-kêr d’ar Yaou 14 a viz Du 2019

Degemeret eo bet an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus ar yezhoù ha prezidantez an OPAB, da sinadur ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an it. Emmanuelle Rasseneur, maerez Gourlizon, a zo he fal lakaat he c’humun da gas 14 ober da benn, dindan 2 vloaz, evit diorren ar brezhoneg.

Aheloù disheñvel a zo bet votet gant ar C’huzul-kêr : ouzhpenn staliañ panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun e vo staliet panelloù-heñchañ er gumun, plakennoù-straed divyezhek ha, dre vras, panelloù diyezhek a vo staliet bep tro ma vo tro da sevel pe da cheñch anezho ; a-hend-all e vo fiziet studiadenn holl anvioù-lec’h ar gumun er servij Glad Yezhel-Panellerezh an Ofis publik.

Emañ Gourlizon gant ur raktres digeriñ un hentad divyezhek en he skol bublik er bloavezhioù a zeu ha kas a raio da benn un enklask e-touez kerent ar vugale evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar pezh emaint o c’hortoz eus ar c’helenn divyezhek. Kemer a raio perzh er c’houlzad bloaziek evit broudañ kelenn ar brezhoneg d’an oadourien ha, gant ar pal reiñ d’ar vrezhonegerien peadra da lenn, e vo prenet levrioù brezhonek gant al levraoueg-kêr.

Evit klozañ, oberoù a bep seurt a vo boulc’het evit ma c’hallo an dud gwelet pe lenn brezhoneg war ar pemdez : pennad-stur ar c’hannadig-kêr, logo, kartennoù-pediñ ha kement zo.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0