Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Distro-skol ar c’helenn divyezhek 2019

Web gwelet en he brasañ

Deskadurezh 02/09/2019

17 lec’h zo bet digoret er c’hentañ derez hag 8 en eil derez.

Evit ar wech kentañ en istor ar c’helenn divyezhek ez eus bet digoret 17 lec’h nevez er c’hentañ derez, 16 anezho er publik. Biskoazh ne oa bet kement a zigoradurioù (e 2017 e oa bet 10 digoradur, ar sifr uhelañ e oa betek-henn). Frouezh al labour bet boulc’het war-zu an ensavadurelaat eo. Meur a dra zo deuet da greñvaat an tu-se er bloavezhioù tremenet : krouet eo bet an OPAB e 2010, al lezenn Adreizhadur ar skolioù e 2013 he deus lakaet “ar c’helenn divyezhek da vezañ an tu-kreñv warnañ” (mellad L 312-10 Kod an Deskadurezh) hag an Emglev Stad-Rannvro 2015-2020 a zo ganet diwarnañ ur steuñv diorren daouvloaziek da brogrammiñ an digoradurioù er publik. Web gwelet en he brasañ

En Akademiezh Roazhon ez eus 16 lec’h-kelenn nevez er 1añ derez. 15 skol bublik ouzhpenn o deus un hentad divyezhek : 5 er Mor-Bihan (an Alre, un eil skol en Henbont, Kistreberzh, Lanvodan, Lokmikaelig), 4 e Penn-ar-Bed (un eil skol e Kemper, Pleiben, KPE Plouziri-ar Merzher, Sant-Divi), 3 en Il-ha-Gwilen (an Heizeg, Dinarzh, Pleveleg) ha 3 en Aodoù-an-Arvor (Lambal-Arvor, un eil skol e Lannuon, Pledran). 1 skol gatolik ouzhpenn zo un hentad divyezhek ganti ivez, en Henbont (un eil lec’h).

En Akademiezh Naoned ez eus bet digoret un hentad er publik ivez, e Blaen.

En eil derez ez eus bet digoret hentadoù divyezhek e 7 skolaj, 4 anezho zo publik (Baod, Henbont, Plouneour-Menez, Rostrenenn), ha 3 zo er rouedad katolik (Kemper, Muzilheg, Pondi). 1 lise katolik ouzhpenn zo gant un hentad divyezhek, hini Gwengamp.

E deroù miz Here e tlefe bezañ gouezet an niver a skolidi divyezhek.

distreiñ da roll ar c'heleier

2 evezhiadenn

An evezhiadennoù2

  • Prezidant d'an 04/09/19 e 21h31
    Gourc'hemennoù d'an dud a vicher eus OPAB ????, d'an Deskadurezh-Stad, d'ar Rannvro Breizh, d'an Departamanchoù à zo youl ganto ha d'an holl gerent a labour war an dachennoù lec'hel hag a zo engouestlet er c'hevredigezhioù lec'hel div yezh. Dibar eo disoc'h an niver a zigoradurioù ar bloaz-mañ. Spi hon eus hag a gendalc'ho al lusk-se [...]
  • annadidi d'an 02/09/19 e 19h51
    Mankout a ra skolaerien divyezheg evit dougen an digoraduriou... N'eo ket bet diskoulmet c'hoazh.

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob