Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Lid-sinañ an emglev Ya d’ar brezhoneg gant ar gevredigezh Bal&Art

Web gwelet en he brasañ S. Le Gaouyat, L. Louarn, C. Muffragi, M. Maignan, V. Le Meaux

Ya d'ar brezhoneg 01/07/2019

Dalc’het e oa bet al lid e ti-kêr Pontrev d’ar 27 a viz Mezheven 2019

Deuet e oa an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPAB, da Bontrev evit sinañ ar garta gant Camille Mufraggi, karget eus an diorren lec’hel ha sevenadurel er gevredigezh Bal&Art ha Marion Maignan, gopradez. War al lec’h e oa ivez an ao. Samuel Le Gaouyat, maer Pontrev ha kuzulier Gwengamp-Pempoull Tolpad-kêrioù hag an ao. Vincent Le Meaux, maer Ploueg-Pontrev ha prezidant GPT.

Bal&Art a ginnig ur servij nevez d’an aozerien darvoudoù : diganti e c’hallont feurmiñ ur sal raksavet a 300m², kaset ha staliet gant ar gevredigezh. Ur festival a vez aozet gant ar gevredigezh ivez, bep bloaz.

C’hoant he deus bet ar gevredigezh da gas ar brezhoneg war-raok ha divizet he deus neuze sinañ an emglev Ya d’ar brezhoneg, en ur zibab 8 ober e-touez an 30 kinniget gant an OPAB : sevel kartennoù-bizit, plaketennoù brudañ, tikidi, teulioù melestradurel divyezhek, staliañ ur c’hit ha panelloù divyezhek en he burevioù hag er festival. Broudañ a raio ivez an dud da gomz brezhoneg e-pad ar festival en ur aozañ frapadoù ma vo ar brezhoneg ar yezh nemeti implijet gant an dud a-youl vat en davarn.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob