Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Gweladenniñ mirdioù Penn-ar-Bed e brezhoneg

Web gwelet en he brasañ Skeudenn Mirdi Kemper

Brezhoneg 13/11/2018

Gant muioc’h-mui a virdioù hag a lec’hiennoù glad e vez kinniget d’ar viziterien ober anaoudegezh gant o dastumadoù-pad hag o diskouezadegoù berrbad e brezhoneg.

Seurt emzalc’h a zo talvoudus-bras, se a zo kaoz ez eus fellet da Guzul-departamant Penn-ar-Bed embann evit an holl ur roll eus al lec’hioù ma c’hall ar vrezhonegerien gweladenniñ un diskouezadeg ha lenn panelloù divyezhek, implijout ur c’hlevheñcher a ginnig an traoù ar brezhoneg, kemer perzh en atalieroù evit ar vugale ha/pe evit an oadourien e brezhoneg, pe c’hoazh, bezañ heñchet gant ur buhezour pe ur vuhezourez hag a gomz brezhoneg.

Seveniñ da vat o engouestl pedagogel a ra ar mirdioù pa reont kement-mañ ha diskouez a reont an hent d’an holl frammoù a zegemer tud e Breizh.

Evit pellgargañ ar roll a zo bet savet gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, klikañ amañ.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0