Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Distro-skol ar c’helenn divyezhek 2018

Web gwelet en he brasañ

Deskadurezh 11/09/2018

11 lec’h zo bet digoret er c’hentañ derez ha 6 en eil derez.

Gant ar publik eo kresket ar c’hinnig ar muiañ en distro-skol-mañ adarre. 8 skol bublik ouzhpenn o deus un hentad divyezhek : 3 en Il-ha-Gwilen (Argantred-ar-Genkiz, Goven, Roazhon-Prévert), 2 e Penn-ar-Bed (Karaez-Kerwenn, Brest-Killiverzan), 2 en Aodoù-an-Arvor (Lannolon, Plagad) hag 1 er Mor-Bihan (Alaer).

2 skol gatolik ouzhpenn zo un hentad divyezhek ganto ivez, o div er Mor-Bihan (an Oriant, Pleaol). Padal ez eus serret 3 hentad er rouedad katolik (Begnen, Boulvriag hag ar Faoued).

1 skol Diwan nevez zo bet digoret, e Plougerne.

En eil derez ez eus bet digoret hentadoù divyezhek e 5 skolaj, 4 anezho zo publik (Bruz, Gwipavaz, Kastell-Paol ha Plouha), 1 anezho er rouedad katolik (Landerne). 1 lise ouzhpenn zo gant un hentad divyezhek, e lise ar Groaz Ruz e Brest ; ne oa ket bet a zigoradurioù da live al liseoù abaoe 2006.

An holl zigoradurioù zo c'hoarvezet en Akademiezh Roazhon. En Akademiezh Naoned n'eo ket bet asantet digeriñ an hentadoù publik a oa bet labouret warno e Gwenrann ha Kastell-Briant.

E miz Here e tlefe bezañ gouezet an niver a skolidi divyezhek hollek.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0