Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ya d’ar brezhoneg : Ploueg-ar-Mor a resev al label a live 2

Web gwelet en he brasañ Lena Louarn, Yvon Simon, Jacques Mangold

Ya d'ar brezhoneg 30/01/2018

Roet e oa bet dija an testeniekadur a live 1 d’ar gumun gant an OPAB e 2009 evit bezañ sevenet 6 ober evit diorren ar yezh.



Dalc’het e oa bet al lid da reiñ label a live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg e ti-kêr Ploueg-ar-Mor d’ar Gwener 26 a viz Genver 2018 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis publik, an ao. Jacques Mangold, maer hag an ao. Yves Simon, dilennad-dave.

Roet e oa bet dija an testeniekadur a live 1 d’ar gumun gant an OPAB e 2009 evit bezañ sevenet 6 ober evit diorren ar yezh.

E 2018 e resev Ploueg-ar-Mor al label a live 2 evit bezañ graet war-dro 8 ober ouzhpenn, da lavaret eo : staliañ panelloù divyezhek e savadurioù an ti-kêr, staliañ plakennoù-straed divyezhek e plas ar re unyezhek, kemer perzh er vrudadeg vloaziek evit diorren ar c’helenn brezhoneg evit an oadourien.

Estreget an holl draoù-se ez eus bet lakaet kalz a nerzh gant ar gumun evit aesaat an deskiñ brezhoneg d’ar re yaouank. Labouret he deus evit ma vefe digoret un hentad divyezhek en he skol bublik, degemer a ra ennañ bugale eus ar c’humunioù tro-war-dro ma n’eus hentad ebet, ha paeañ a ra un tamm eus an treuziad-skol evit ar vugale a ya da skol Diwan Pempoull.

A-hend-all ez eus bet sinet ur gevrat-kefridi etre ar gumun hag an Ofis Publik, dezhi da vezañ kuzuliet ha sikouret en he labour.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0