Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Lec’hienn Mor-Bihan - Gwened Tolpad e brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Servij Treiñ-Aliañ an OPAB 20/12/2017

Gant Servij Trein-Aliañ an Ofis publik eo bet kaset da benn troidigezh lec’hienn Genrouedad an Tolpad kêrioù

Ingal e c’houlenn sikour servijoù ar Gumuniezh digant troourien an OPAB, pa vez anv da sevel panelloù nevez (evit seurt labourioù e ranker goulenn kuzul ivez digant servij ar Glad yezhel) pe kartennoù-pediñ divyezhek, da-heul sinadur ar garta Ya d’ar brezhoneg e 2010. Nevez ‘zo eo bet troet e brezhoneg ivez an testennoù a vo enrollet e responter ar strollegezh.

Un nebeud mizioù zo ez eus bet digoret ur chanter bras all evit sevel stumm brezhonek al lec’hienn Genrouedad. Testennoù kinnig ar Gumuniezh a zo bet troet a-raok an hañv hag, abaoe an distro-skol en deus labouret ar servij evit kinnig ur stumm brezhonek eus an holl bennadoù keleier a gaver enlinenn diwar vremañ.

Tamm-ha-tamm e vo kresket stumm brezhonek al lec’hienn hag, a-raok pell, e vo tu da bep hini d’ober gant un arload divyezhek evit bezañ kelaouet dre e bellgomzer hezoug.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0