Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

An Diazezadur Masse-Trevidi el lusk « Ya d’ar brezhoneg »

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 13/11/2017

Dalc’het eo bet lid-sinañ an Emglev Ya d’ar brezhoneg gant an Diazezadur Masse-Trevidi e Mirdi breizhek an departamant e Kemper d’ar Meurzh 7 a viz Du 2017.

Kensinet eo bet an Emglev gant an ao. Herve Jacq, prezidant an Diazezadur a ver frammoù degemer an dud kozh hag an dud bresk pe nammet, hag an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, dirak an it. Solange Creignou, besprezidantez Kuzul-departamant Penn-ar-Bed hag an it. Isabelle Le Bal, eilmaerez kentañ Kemper.

1200 den a labour en diazezadur-mañ hag a zo gwriziennet don e bro Kemper hag e Bro-Gerne dre vras. Dibabet en deus 6 ober da gas da benn hag a sell ouzh ar c’hehentiñ dreist-holl.

Lavaret en deus an ao. Jacq en e brezegenn e vo taolet evezh diwar vremañ war an implijidi a oar brezhoneg, en emgavioù tuta da skouer, peogwir ez eo pouezus-bras anavezout ar yezh pa labourer gant tud war an oad.

Diouzh he zu he deus embannet an it. Lena Louarn ez eo pouezus-tre e vefe ur c’henlabour hag ur skoazell etre an obererezh sokial hag ar politikerezh yezh rak un diazez kumun o deus : dinded Mab-den.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob