Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù dazont ar brezhoneg 2016 : ar re bet anvet

Web gwelet en he brasañ

Brezhoneg 21/12/2015

D'an 12 a viz Kerzu 2015 e oa bet bodet izili bodad-barn Prizioù an dazont da zibab ar re bet anvet.

D'an 29 a viz Genver 2016 e vo al lid e Plougastell-Daoulaz ha d'ar c'houlz-se e vo dibabet e pep hini eus ar 7 rummad gant piv e yelo ar c'hentañ priz, an eil hag an trede hini.

Evit poent, setu amañ ar re bet anvet :

Rummad : embregerezhioù : gwelet ar video

  • D’istribilh, ur vreserezh hag he deus sachet ar vrud warni gant ur video e brezhoneg hag a zo bet gwelet ouzhpenn 100.000 gwech war Internet.
  • NumériBulle, istorioù evit ar vugale da bellgargañ diwar Internet.
  • Tachenn-gampiñ Kongell e Kiberen, panellerezh divyezhek.

Rummad : kevredigezhioù : gwelet ar video

  • ADEC 29, Kevredigezh evit Diguzhat ar C’hrign-bev e Penn-ar-Bed, evit bezañ embannet ur blegfollenn ditouriñ divyezhek.
  • AREP, TGM bugaligoù e brezhoneg.
  • Labourerien-douar Breizh, a ra gant ar brezhoneg evit o c’hehentiñ.

Rummad : strollegezhioù : gwelet ar video

  • Kumuniezh-kumunioù bro Kemperle, evit he c’hannadig “Mag16” lakaet e brezhoneg penn-da-benn.
  • CNFPT, stummañ implijidi ar strollegezhioù war ar brezhoneg.
  • Ti-kêr Pontekroaz, en deus sikouret lakaat digeriñ ur skol Diwan.

Rummad : levrioù faltazi : gwelet ar video

  • “N’eus ket a garantez eürus”, romant gant Goulc’han Kervella (Emb. Skol Vreizh).
  • “Udora pe afer an ed-du”, romant skiant-faltazi gant Paskal an Intañv (Emb. Al Liamm).
  • “Divemor”, romant gant Pierre-Emmanuel Marais (Emb. Al Liamm).

Rummad : pladennoù kanet e brezhoneg : gwelet ar video

  • “Skeud ho roudoù” gant Nolwenn Korbell (Emb. Coop Breizh).
  • “Brein” gant Brein (produet ganto o-unan).
  • “Heol Gor” gant Dañs er Jeko (produet ganto o-unan ).

Rummad : kleweled : gwelet ar video

  • “Kurdistan, Huñvreal an Nevez-amzer”, teulfilm (52’) gant Mikael Baudu (produet gant Gwengolo Filmoù).
  • “Paotred al Loc’h”, teulfilm (28’) gant Ronan Hirrien (produet gant Frañs 3 Breizh).
  • “Enseller Panda”, heuliad filmoù bevaat gant Gilduin Couronné ha Sébastien Hivert (produet gant JPL Films).

Rummad : brezhoneger ar bloaz : gwelet ar video

  • Romain Sponnagel evit bezañ roet lañs da gelenn ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh e bro Sant-Brieg, hag evit bezañ krouet an arload Stag.
  • Krismenn evit e stajoù kanañ hag e sonadeg war al leurenn vras en Erer Kozh.
  • Darlene Aroko, ur plac’h eus Kenya hag a zo o teskiñ brezhoneg.

> Tud ar juri evit 2016 : gwelet ar video

  • Malo Bouëssel du Bourg, rener Produet e Breizh.
  • Yannig Boulard, skiantour.
  • Nicolas Amaury, kevredigezh Lutig.
  • Gwennan Stervinou, Roudour.
  • Tiphaine Siret, kevredigezh Bod Kelenn.
  • Meriadeg Vallerie, Ofis publik ar brezhoneg.
  • Olöf Pétursdottir, skrivagnerez ha troerez.

Web gwelet en he brasañ

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0