Eus an eil bloaz d'egile e vez muioc'h-mui a bostoù labour a vez goulennet digant an dud a fell dezho mont warno bezañ barrek war ar brezhoneg (1 300 post bennak e 2012).
Gant ar brezhoneg e c'haller kavout ur vicher ivez : 1 400 post kevatal da implijoù leunamzer zo bet renablet gant Arsellva implij ar yezhoù.
E bed ar c'helenn ez eus ezhomm eus brezhonegerien dreist-holl, ha bep bloaz e kresk an niver a gelennerien. Postoù zo ivez evit merañ ar frammoù (renerezh, sekretouriezh, kontouriezh...), e bed ar mediaoù, er strollegezhioù lec'hel... War greskiñ ez a an niver a vrezhonegerien war dachenn an degemer bugaligoù abaoe un nebeud bloavezhioù. Ma fell deoc'h kaout ur c'hinnig eus ar micherioù-se e c'hellit klikañ war al liamm-mañ ivez ha lenn teul an ONISEP. Gallout a rit ivez lenn an teul a ginnig disoc'hoù enklask 2012 Arsellva implij ar yezhoù.
Er bajenn-mañ e c'hallit sellet ouzh ar c'hinnigoù-labour nevez hag ivez embann ur c'hinnig-labour a rankit ennañ resisaat, en div yezh, peseurt doare post eo, pelec'h e vo, peseurt kevrat e vo, ha reiñ ho chomlec'h.
Gallout a rit gwelet CVoù brezhonegerien a ginnig o barregezhioù dre glikañ amañ.
Lec'h : Mor-Bihan
Tachenn : Kelenn e brezhoneg
Deiziad : 19/04/2018
Doare : Hervez ar goulenn (Kevrat termenet he fad)
Post da bourvezañ d'an : Distro-skol 2018
Lec'h : Gwengamp
Tachenn : Buhezañ e brezhoneg
Deiziad : 19/04/2018
Doare : Leunamzer (Kevrat termenet he fad)
Post da bourvezañ d'an : Adalek ar Merc'her 25 betek ar Gwener 27 a viz Ebrel 2018
Lec'h : Gwengamp
Tachenn : Kelenn brezhoneg d'an oadourien
Deiziad : 19/04/2018
Doare : Darnamzer (Kevrat termenet he fad)
Post da bourvezañ d'an : 15 a viz Gwengolo 2018
Lec'h : Kemper
Tachenn : Kenurzhiañ ha diorren
Deiziad : 11/04/2018
Doare : Leunamzer (Kevrat termenet he fad)
Post da bourvezañ d'an : Adalek miz Mae betek dibenn miz Eost 2018
Lec'h : An Oriant
Tachenn : Kehentiñ ha brudañ
Deiziad : 09/04/2018
Doare : Hanter amzer (Kevrat termenet he fad)
Post da bourvezañ d'an : Miz Mezheven 2018
Lec'h : Saozon-Sevigneg
Tachenn : Kenwerzh
Deiziad : 09/04/2018
Doare : Leunamzer (Kevrat didermen - goude ur prantad esae)
Post da bourvezañ d'an : Buan
Lec'h : Kemperle
Tachenn : Diorren ha kehentiñ
Deiziad : 30/03/2018
Doare : Leunamzer (Kevrat termenet he fad)
Post da bourvezañ d'an : 2 a viz Gouere 2018
Lec'h : Sant-Maloù
Tachenn : Kelenn e brezhoneg
Deiziad : 27/03/2018
Doare : Leunamzer (Kevrat termenet he fad)
Post da bourvezañ d'an : Diouzhtu ha betek fin ar bloavezh-skol
Lec'h : Savenneg
Tachenn : Buhezañ ha kempenn
Deiziad : 22/03/2018
Doare : darnamzer (Kevrat termenet he fad)
Post da bourvezañ d'an : d'an 2 a viz Ebrel 2018
Lec'h : Karaez
Tachenn : Kenurzhiañ ha diorren
Deiziad : 20/03/2018
Doare : Leunamzer (Kevrat didermen)
Post da bourvezañ d'an : Mae 2018