Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Marc'had al labour

Eus an eil bloaz d'egile e vez muioc'h-mui a bostoù labour a vez goulennet digant an dud a fell dezho mont warno bezañ barrek war ar brezhoneg (1 300 post bennak e 2012).

An tachennoù ma implijer brezhonegerien

Gant ar brezhoneg e c'haller kavout ur vicher ivez : 1 500 post kevatal da implijoù leunamzer zo bet renablet gant Arsellva implij ar yezhoù.

E bed ar c'helenn ez eus ezhomm eus brezhonegerien dreist-holl, ha bep bloaz e kresk an niver a gelennerien. Postoù zo ivez evit merañ ar frammoù (renerezh, sekretouriezh, kontouriezh...), e bed ar mediaoù, er strollegezhioù lec'hel... War greskiñ ez a an niver a vrezhonegerien war dachenn an degemer bugaligoù abaoe un nebeud bloavezhioù. Ma fell deoc'h kaout ur c'hinnig eus ar micherioù-se e c'hellit klikañ war al liamm-mañ ivez ha lenn teul an ONISEP. Gallout a rit ivez lenn an teul a ginnig disoc'hoù enklask 2012 Arsellva implij ar yezhoù.

Mont en-dro

Er bajenn-mañ e c'hallit sellet ouzh ar c'hinnigoù-labour nevez hag ivez embann ur c'hinnig-labour a rankit ennañ resisaat, en div yezh, peseurt doare post eo, pelec'h e vo, peseurt kevrat e vo, ha reiñ ho chomlec'h.

CV

Gallout a rit gwelet CVoù brezhonegerien a ginnig o barregezhioù dre glikañ amañ.

koumanantiñ d'ar gwazhioù RSS RSS

Kas un emstrivadur eeun

5 respont war 15 - Pajenn 2/2
12
  • Kelennerien divyezhek er 1añ derez katolik

    Lec'h : Plabenneg ha Gwiler-Leon

    Tachenn : Kelenn e brezhoneg er skolioù katolik

    Deiziad : 27/08/2020

    Doare : Leunamzer (Kevrat termenet o fad)

    Post da bourvezañ d'an : Distro-skol 2020

    Evit gouzout hiroc'h

  • Sekretour.ez divyezhek

    Lec'h : Roazhon

    Tachenn : Sekretouriezh

    Deiziad : 27/08/2020

    Doare : Darnamzer (24e/sizhun) (Kevrat didermen)

    Post da bourvezañ d'an : Miz Gwengolo 2020

    Evit gouzout hiroc'h

  • GWAASM divyezhek e Diwan

    Lec'h : Sant-Nazer

    Tachenn : Bugaligoù / Kempenn

    Deiziad : 24/08/2020

    Doare : Darnamzer (30 eurvezh/sizhun) (Kevrat termenet he fad (nevezadus))

    Post da bourvezañ d'an : adalek an 31 a viz Eost 2020 betek ar 5 a viz Gouere 2021

    Evit gouzout hiroc'h

  • Kelenner.ez er 1añ derez katolik

    Lec'h : Kistreberzh

    Tachenn : Kelenn e brezhoneg

    Deiziad : 18/08/2020

    Doare : Hanter amzer (Kevrat termenet he fad (bloavezh-skol 2020-2021))

    Post da bourvezañ d'an : Distro-skol 2020

    Evit gouzout hiroc'h

  • Stummerien war ar brezhoneg

    Lec'h : Brest ha Landerne

    Tachenn : Kelenn ar brezhoneg

    Deiziad : 15/01/2020

    Doare : Darn pe leunamzer (Kevrat termenet he fad)

    Post da bourvezañ d'an : da vezañ resisaet

    Evit gouzout hiroc'h

5 respont war 15 - Pajenn 2/2
12

Kasit ar pennad-mañ da dud all