Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Distreiñ da roll an dielloù

lanceur de balles de défense (LBD) D'an 13/02/2019

Arm, stumm ur fuzuilh dezhañ, implijet gant poliserien hag archerien, hag a denn bolotennoù kaoutchoug.

Sontadeg :

Termenoù kinniget Niver a votoù Dregantad
banner boledoù difenn BBD5 vot 35 %
banner boledoù gom BBG2 vot 14 %
fuzuilh boledoù difenn FBD4 vot 28 %
fuzuilh boledoù gom FBG1 vot 7 %
lañser boledoù difenn LBD2 vot 14 %
lañser boledoù gom LBG0 vot 0 %
tenner boledoù difenn TBD0 vot 0 %
tenner boledoù gom TBG0 vot 0 %

4Diwar-benn ar sontadeg

1Diwar-benn ar c'hinnigoù

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù4

  • Frédéric d'an 16/02/19 e 12h47
    Dibab a ran "fuzuilh boledoù difenn" peogwir eo ur fuzuilh an arm-mañ, resisoc'h eo gav din.
  • Denez d'an 14/02/19 e 21h14
    N'eo ket ret deomp mont war zu "dousaeradur" feulz ar gevredigezh gant implijout gerioù gwan. Evidon, ar ger "fuzuilh" a lak feulster an armoù-se on tammig muioc'h war wel. Klot a ra gweloc'h ar ger "fuzuilh" gant stumm ha mod da vont war raok an armoù-se, ivez. Setu ma soñj. Denez
  • Yann-Fañch d'an 13/02/19 e 11h49
    Da gentañ tout eo ur fuzuilh, dre e stumm hag an implij a vez graet dioñtañ. Da c'houde eo unan a denn boledoù a oa evit en em zifenn sañset ha koulskoude... Setu perak e soñj din n'eo ket ken fall-se "boledoù gom". Votiñ a ran evit Fuzuilh, Boledoù Gom" neuze !
  • Jil d'an 13/02/19 e 11h07
    Dibabet 'meus "gom" kentoc'h eget "difenn" pa vezont implijet evit tagañ kentoc'h evit en em zifenn hervez ar mod...

Heuilhit ac'hanomp war

facebook twitter

Lizher-kelaouiñ an Ofis publik

Evit koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ, klikañ amañ.

An evezhiadennoùdiwezhañ

a Few information for english speakers