Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Distreiñ da roll an dielloù

faucardeur (bateau) D'an 20/12/2018

Bag aveet evit tennañ ar plant diouzh un dourredenn.

Sontadeg :

Termenoù kinniget Niver a votoù Dregantad
bag dilouzaouer6 vot 37 %
bag-digorzañ0 vot 0 %
bag-dilouzaouiñ0 vot 0 %
bag-falc'h4 vot 25 %
falc'her-lestr2 vot 12 %
lestr-falc'hañ2 vot 12 %
lestr-falc'hat2 vot 12 %

9Diwar-benn ar sontadeg

0Diwar-benn ar c'hinnigoù

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù9

  • Denez d'an 12/01/19 e 03h55
    O sellout ouzh mentoù ar vag skeudennet, techet e vefen da implijout ar ger "bag" eget "lestr". Stagañ a rafen ar ger "falc'hañ" warlerc'h evit ober "ur vag-falc'hañ". Ur soñj hepken !
  • Tangi d'an 26/12/18 e 20h25
    Din me ul lestr a zo graet da lakaat traoù e barzh ha pa vefe fleur... Tostoc'h din deus vaisselle, vaisseau Amañ gi'-mañ ur vag a gas da soñjal ' ba' bateau/embarcation kentoc'h, din-me d'an nebeutañ Fellfe ket din lâret eo mo'-se ' vez graet e kement lec'h ha 'vit ur wech tout 'vel-just A fed stêrioù en deus pep hini e vod,, pep hini [...]
  • Tomaz d'an 24/12/18 e 09h38
    falc'her-lestr zo gwelloc'h a-fed ster mes a-fed stumm eo fall-put : lavaret vefe ur seurt saoznegach. Gwelloc'h e vefe ober gant : "lestr-falc'hat", neketa ?
  • Tangi d'an 22/12/18 e 14h01
    Pe bag-falc'h ?
  • Tangi d'an 22/12/18 e 13h29
    PS adarre : pe bag-dilouzaouiñ ?
  • Tangi d'an 22/12/18 e 11h21
    PS : din me, korz a zo treujennoù kentoc'h nemet e ran gant korz i'ez deus des fânes (korz patatez) Aes eo din, neuze, lakaat an delioù, ar bezhin distag ha toud ' pezh a chom war c'horre an dour 'ba'r ger korz Petra a soñj deoc'h
  • Tangi d'an 22/12/18 e 11h11
    Salud deoc'h Bez' 'zo deus bag-drag, bag-pesketa, bag-valumeta, bag-vezhina... Me 'm bije kinniget bag-digorzañ pa vez distrujet korz. Ne lavarfen ket diraosklañ na sellfe ken 'met dac'h pennduenn. Gant korz e vez graet amañ deus an holl blant a zifoup maez an dour.
  • Gireg d'an 21/12/18 e 02h04
    falc'her-lestr a zo faziek dre ma ne vezer ket o falc'hañ listri. gwelloc'h e vefe skrivañ lestr-falc'hañ. Faucarder a zeu eus ar ger faucard ur falc'h vras. Faucher = faucarder. Daoust ha ne vefe ket mat addigeriñ an enklask-mañ ?
  • Yann-Fañch d'an 20/12/18 e 11h08
    Kinnig a ran ar ger FALC'HER-LESTR

Heuilhit ac'hanomp war

facebook twitter

 

 

 

An evezhiadennoùdiwezhañ

a Few information for english speakers