Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Dielloù

Distreiñ da roll an dielloù

fake news D'an 06/09/2017

Keleier (hag a seblant heñvel ouzh keleier embannet gant ar mediaoù peurvuiañ) enno elfennoù gwirion hag elfennoù faos lakaet a-ratozh-kaer peurliesañ.

Sontadeg :

Termenoù kinniget Niver a votoù Dregantad
falskeleier13 vot 72 %
keleier faos3 vot 16 %
touell-keloù2 vot 11 %

1Diwar-benn ar sontadeg

4Diwar-benn ar c'hinnigoù

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù4

  • M d'an 21/08/17 e 10h31
    Perak ket "fake news" pa vez "fake news" e galleg?
  • Anne d'an 07/07/17 e 07h44
    Touell-keloù a zo dreist!
  • Herve d'an 06/07/17 e 18h41
    Ha "falskeloù" evel"falsle", falskredenn" pe "falstamall" ? Chom a ra tost eus "spered ar yezh" , berr eo ha tost eus ar saozneg...
  • Herve d'an 06/07/17 e 18h34
    Kinniget 'm eus "keleier faos" met tu zo ivez,ma senter eus logik ar galleg, kinnig "keloù faos". E saozneg e vez bepred news el liester. N'eo ket sot. Met gwelloc'h eo din e vefe an anv-gwan goude , "spered ar yezh" neketa...

Kasit ar pennad-mañ da dud all