Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Penn raktres yezh ha neveziñ niverel

Lec'h : Unan eus 5 lec'hiad Ofis publik ar brezhoneg

Framm : Ofis publik ar brezhoneg

Tachenn : NTKK

Doare : Leunamer (Kevrat termenet he fad)

Post da bourvezañ d'an : An abretañ ar gwellañ

Deskrivadur ar post :

Termeniñ ha lakaat e pleustr ur strategiezh evit diorren plas hag implij ar brezhoneg en teknologiezhioù nevez.

Kefridi : E pol yezh an Ofis publik hag er Servij teknologiezhioù nevez e vo karget ar gwazour/wazourez da ziorren bezañs hag implij ar brezhoneg en teknologiezhioù nevez (sevel ur strategiezh, klask kevelerien, heuliañ ar raktresoù).

Bez’ en/he do da gentañ da sevel stad an traoù ha da ginnig ur strategiezh diorren evit ar brezhoneg en TNKK.

Rankout a raio ivez skoulmañ liammoù gant an embregerezhioù rekis evit ma kemerint ar brezhoneg e kont.

E par Europa en do ar gwazour/wazourez da sevel ur rouedad darempredoù hag a roio an tu da heuliañ penaos ez a war-raok ar yezhoù dilañs ganto ha da lakaat ar brezhoneg d’ober e vad diouzh an araokadennoù-se.

Profil :

Live B2 e brezhoneg ha C1 e saozneg

Stummadur uhel war ar stlenneg (BAC + 5)

Aotre-bleinañ B

Implij er rummad A

Barregezh da urzhiañ e(he) labour ha bezañ prest da veajiñ kement ha ma vo ezhomm (beajoù en estrenvro a vo moarvat).

Mestroniañ da vat ar stlenneg hag an holl veziantoù bureveg.

C’hoant deskiñ hag ersavusted.

Darempredoù aes gant an dud.

Barregezh d’en em ober diouzh an degouezhioù ha da gaout intrudu.

Gouzout diouzh gwirvoud a vremañ ar brezhoneg e bed an TNKK ha diouzh ar pezh a c’hoarvez e par ar bed hag a c’hallfe digeriñ dorioù d’ar brezhoneg.

Kas ur CV hag ul lizher emginnig en div yezh a-raok an 30 a viz Ebrel 2019

Darempred : Itron Prezidantez, Ofis publik ar brezhoneg 32 bis Straed ar Verzherien, 29270 Karaez-Plougêr - Pgz : 02 98 99 30 10

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all