Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kelenner.ez war ar brezhoneg

Lec'h : Bro Gemper

Framm : Mervent

Tachenn : Kelenn brezhoneg d'an oadourien

Doare : Darnamzer (Kevrat termenet he fad)

Post da bourvezañ d'an : Miz Genver 2019

Deskrivadur ar post :

Emañ Mervent o tuta ur c'helenner pe ur gelennerez evit kelenn brezhoneg er c'hentelioù-noz, er stummadurioù dibaouez (strollegezhioù tiriadel) hag er stummadurioù hir.

Profil :

Aotreegezh war ar brezhoneg, DBY live 5,

Brezhoneg komzet ha skrivet mat,

Barregezhioù a-fet pedagogiezh ha buheziñ azasaet d’an dud deuet,

Aozañ ha kas ur gentel vrezhonek evit a sell ouzh ar stummadurioù hir 6 ha 3 miz,

Bezañ gouest da genlabourat gant ur skipailh kelennerien,

Aotre bleniañ ret.

Kas ur CV hag ul lizher emginnig a-raok ar 15 a viz Genver

Darempred : Aotrou Kenprezidant, MERVENT, BP 29 29720 PLONEOUR-LANWERN

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all