Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Sekretour(ez)/kargad(ez) kehentiñ

Lec'h : Roazhon

Framm : Skol an Emsav

Tachenn : Sekretouriezh - Kehentiñ

Doare : Leunamzer (Kevrat didermen)

Post da bourvezañ d'an : Ebrel 2017

Deskrivadur ar post :

Dindan atebegezh rener ar gevredigezh e labouro ar sekretour(ez)/kargad(ez) kehentiñ :

Degemer ha sekretourva

Degemer an implijerien ha respont d‘o goulennoù

Respont d‘ar pellgomz hag henchañ an implijerien

Respont d‘ar posteloù ha treuzkas anezho pa vez ezhomm

Digeriñ al lizheroù, renkañ, enrollañ ha rummañ anezho

Heuliañ a-dost pep danvez stajiad

Kehentiñ

Merañ lec’hienn Internet SAE, rouedadoù sokial

Sevel ha kas lizheroù-brudañ

Brudañ kement darvoud graet gant SAE er mediaioù dre-vras (kazetennoù, skinwel, skingomz)

Profil :

Ret eo bezañ barrek war ar brezhoneg koulz dre skrid ha dre gomz (DBY live 4).

Ret eo bezañ en e aes ouzh ar pellgomz.

Ret eo bezañ emren hag aozet mat.

GOPR : 1 694 euro kriz / miz

Kas ur CV hag ul lizher emginnig a-raok ar 27 a viz Meurzh 2017

Darempred : Guy Allain - Prezidant Skol an Emsav

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all