Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kelenner(ez) war ar brezhoneg evit an oadourien

Lec'h : Bro Sant-Brieg

Framm : Telenn - Ti ar vro Sant-Brieg

Tachenn : Kelenn ar brezhoneg

Doare : Darnamzer (Kevrat termenet he fad)

Post da bourvezañ d'an : Diouzhtu - Mallus

Deskrivadur ar post :

Emañ Telenn (Ti ar Vro Sant-Brieg) o klask ur c'helenner pe ur gelennerez darn-amzer ( 2/3 amzer) evit ober war-dro kentelioù-noz e Bro Sant-Brieg adalek bremañ betek dibenn miz Even.

Gallout a rafe tremen ar post-se da gevrat didermen ar bloaz a zeu.

Profil :

Live brezhoneg uhel dre gomz kenkoulz ha dre skrid (live 5 DCL pe aotregezh deuet mat).

Anaoudegezh eus ar rannyezhoù deuet mat ivez.

Bezañ pedagogour(ez) hag en e(he) aes gant an dud deuet.

Bezañ urzhiet.

Aotre-bleniañ ha karr-tan dre ret.

Gopret ha frejoù hent paeet.

Kas ur CV hag ul lizher emginnig


Darempred : Telenn - Pgz : 02 96 77 31 91

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all