Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Gwazour(ez) karget eus an degemer

Lec'h : AR FAOU

Framm : PARK AN ARVORIG

Tachenn : Touristerezh

Doare : Leunamzer (Kevrat termenet he fad)

Post da bourvezañ d'an : 1añ a viz Mae 2017

Deskrivadur ar post :

Ar gwazour degemer a zo e gefridi pennañ ober war-dro degemer an dud ha titouriñ er pellgomz.

Kas a ra da benn abadennoù buheziñ, troiadoù gant displegadennoù. Sikour a ra ivez da greskiñ binvioù hanterouriezh.

Ar gwazour a labouro e framm ar Park naturel Rannvro Arvorig dindan beli ar renerez sevenadur hanterouriezh, hini kenurzhier ar skipailhoù ha hini ar buhezour dave.

Dibrennañ ha digeriñ an domani, an degemer hag ar salioù diskouezadeg

Ober war-dro kef ar vilhederezh hag ar stalig

Ober ar-dro stadegoù war an darempredoù en domani

Merañ pourvezioù ar stalig

Degemer, titouriñ ha reteriñ ar weladennerien

Respont da bellgomzadennoù an domani

Sikour ar vuhezourez dave pa vez o kas abadennoù da benn en diavaez pe er salioù, evit an holl dud ha war danvezioù liesseurt tro-dro d’al loened ha d’ar gweledvaoù.

Ren abadennoù buheziñ an domani pa vez darvoudoù dreist-ordinal pe hervez implij-amzer an domani ha dre-vras hini ar Park.

Profil :

Komz brezhoneg a vefe deuet mat

Mestroniañ ar saozneg

Komz yezh a sinoù a vefe deuet mat

Live ar Bac d’an nebeutañ ha dre ret skiant-prenet e tachenn ar buheziñ

Diplom e tachenn ar buhezerezh a vefe deuet mat (BTS AGTL pe BTSA GPN buhezerezh pe BEATEP pe BAFA)

Gouiziegezhioù naturour, diwar-benn ar glad naturel pe sevenadurel lec’hel

Gouiziegezhioù diwar-benn buheziñ ar strolladoù : pedagogiezh ar vugale, reolennoù surentez evit degemer ar strolladoù

Mestroniañ ar benveg urzhiataerezh

Anavezout mont en-dro ar parkeier naturel rannvro hag ar strollegezhioù tiriadel a vefe un dra vat.

Kas ur CV hag ul lizher emginnig

Darempred : Delphine KERMEL - Renerez sevenadur hanterouriezh - Pgz : 02 98 81 90 08

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all