Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

KerOfis - Gouzout muioc'h

KerOfis : ar pezh a zo ennañ, ar mod ma teu war-wel

Evit pep anv-lec'h e kaver e stumm reizh e brezhoneg er bann kreiz anvet STUMM BREZHONEK. Er bann dehou emañ anv ar gumun m'eo lec'hiet enni an anv bet kavet, ha peseurt doare anv eo er bann diwezhañ : ur gumun, ur gêriadenn, un hent, ur c'hoad...


Kavet e vez stummoù kozh an anv ivez, bet pennaouet e skridoù a bep seurt, diouzh ma vez anezho. A-benn lakaat anezho da zont war-wel e ranker klikañ war an arouezenn vihan c'hlas "mui" a zo neuze en tu kleiz pellañ. Dav eo deomp reiñ da c'houzout da Yann enklasker koulskoude n'eo ket diwar ar stummoù kozh-mañ hepken e c'haller gouzout pehini eo ar stummoù reizh hiziv, ha peseurt stummoù a veze implijet gant an dud gwechall pa gomzent an eil gant egile. Tennet eo ar stummoù-se eus dornskridoù bet skrivet e galleg, pe e latin evit ar re goshañ anezho. Testoù int eus un hengoun skrivañ melestradurel nemetken. Alies-kaer e c'halle bezañ disheñvel ar stummoù implijet gant an dud e gwirionez. Setu, pa vez skrivet un anv bennak e latin pe e galleg er skridoù ne dalvez ket ne rae ket an dud gant an anv brezhonek pa gomzent an eil ouzh egile, evel-just. Hag a-wechioù e kaver anvioù brezhonek miret en o stumm kozh-kozh pa oa emdroet mat ar yezh pell a oa. Koulskoude, talvoudus-tre e chom ar stummoù-se evit diskuliañ etimologiezh an anvioù dre vras.

Ouzhpenn ar stummoù istorel e c'haller kavout en diaz titouroù-mañ displegadennoù etimologel diwar-benn an anv bet kavet, hervez al labourioù en deus bet digarez ar Servij da gas a-benn. An displegadennoù a gaver war orin pe talvoudegezh anv pe anv, petramant war al lodenn-mañ-lodenn eus an anv,  a lakaer da zont war-wel o klikañ war an arouezenn vihan c'hlas "mui" ivez.

E KerOfis e vez kavet anvioù melestradurel a-vremañ eus Breizh ivez, e-giz re ar Broioù pe ar C'humuniezhioù-kumunioù.
 

Anvioù etrebroadel e brezhonek

E KerOfis ez eus ivez anvioù estren e brezhoneg, evel anvioù Stadoù, rannvroioù etrebroadel, kêrioù bras, meurvorioù, menezioù, stêrioù bras (Da sk. : Stadoù-Unanet, Sina, Kembre, Londrez, an Nil, an Andoù...).

Resisadennoù teknikel

  • Hir pe hiroc'h e c'hall ar respontoù da zont. Berroc'h eo da zont pa vez resisaet e-peseurt kumun emañ an anv a glasker kaout.
  • Evit poent ne vo ket kavet amañ an distagadurioù bet digant ar vrezhonegerien a-vihanik abalamour da skoilhoù teknikel ha d'ar c'houst. Ne vo ket kavet kennebeut ar stummoù testeniekaet er skridoù brezhonek zo e diaz labour ar servij, daoust pegen pouezus e c'hallont bezañ evit skoueriekaat an anvioù-lec'h. Anv anezho a vez graet en displegadennoù etimologel gwech a vez.
  • A-wechioù e vez kaset al lenner da welet un anv-lec'h all evit kaout displegadennoù resisoc'h war elfenn pe elfenn : an anv-lec'h a vez dav mont da glask titouroù ouzhpenn zo dalc'hmat en hevelep kumun hag an hini displeget, nemet ha meneget e vefe mont da welet e lec'h all.
  • Savet eo bet an diaz titouroù-mañ evit mont en-dro gant ar merdeer digoust Mozilla Firefox. Skoilhoù teknikel a c'hellfe degas sinoù direizh, e plas an arouezennoù arbennik, e displegadennoù zo a-wechioù.
  • Maget ha nevesaet e vez an diaz-mañ bemdez a-feur ma ya labourioù ar servij war-raok.


It e darempred gant ar Servij Glad yezhel evit gouzout hiroc'h.

Kasit ar pennad-mañ da dud all