DDEC35
Mordelles
Nous recherchons un suppléant bilingue breton pour un poste à temps complet CECM à l'année, à compter du 03/11/2025. Diplôme requis : licence ou bac +3 Pourquoi pas vous ? Vous souhaitez postuler : Envoyez votre candidature à christine.taupin@enseignement-catholique.bzh Pour plus d'information, vous pouvez également appeler le 02 99 54 20 20
15 Gwengolo 2025
Skolaj-Lise Diwan ar Mor-Bihan
Gwened (56)
Klask a zo àr-lerc'h ur g·c'helennour·ez àr an Alamaneg etre ar 01/10/2025 ha fin ar blezad-skol. An eurioù kelenn etre ar c'hlasoù 6vet ha Termen a zo dasparzhet èl-mañ : 7e er skolaj ha 3e er lise.
11 Gwengolo 2025
Kevread Diwan
Landerne (29)
Asambles gant ar renerezh hag ar burev e savoc’h hag e lakait e pleustr ur steuñv kehentiñ diabarzh ha diavaez evit : • Kemer perzh e talvoudekaat skeudenn ha brud Diwan ; • Aesaat lusk a c’heleier er rouedad a-bezh ; • Engervel ar familhoù, an dud a-youl vat hag ar brofourien ; • Brudañ ar mesenerezh hag ar c’hevelerezhioù ; • Ober war-dro en enskrivadurioù betek al lise ; • Kreñvaat an darempredoù hag ar c’henstagañ er c’hevread.
11 Gwengolo 2025
Kevread Diwan
Landerne (29)
Emañ ar rouedad Diwan o klask ur v·merour·ez goproù a savo fichennoù gopr ar c’hopridi o labourat e skolioù, skolajoù, liseoù Aodoù an Arvor, Il-ha-Gwilen ha Liger Atlantel (100/150 fichenn c’hopr). Dindan atebegezh ar benngontourez e labourit ivez gant an den e karg eus ar c’hoskor, ar bennsekretourez ha sekretourez pedagogiezh an eil derez karget da zastum an titouroù war ar goproù. Ebarzhet penn-da-benn e mererezh ar c’hoskor e vo fiziet ennoc’h ivez heuliañ red micherel ar c’hopridi.
11 Gwengolo 2025