Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Glad yezhel

Kefridi ar Servij Glad Yezhel eo dastum glad ar brezhoneg, koulz an hini komzet hag an hini skrivet, mirout ha studiañ anezhañ abalamour d'e vrudañ. Ober a ra war-dro saveteiñ, skoueriekaat ha talvoudekaat ur glad lec'hanvioù hag anvioù-tud hag a zo en arvar.

Ar sifr

83700 : an niver a fichennoù a oa e diaz KerOfis e dibenn 2014.

Dastum

Ne vez ket desket ar yezh er familhoù ken, koshaat ha mont d'an An Web gwelet en he brasañaon a ra ar vrezhonegerien gozh.

 

Gant se eo poent bras dastum kement ha ma c'haller, dreist-holl ar pezh a sell ouzh al lec'hanvadurezh.

 

An Ofis Publik eo an aozadur dave war an dachenn-se.

Web gwelet en he brasañ

 

Pa vez kaoz da staliañ panelloù-hent e labour ar servij Glad Yezhel asambles gant an embregerezhioù panellerezh, renerezhioù-departamant an hentoù hag ivez gant an holl gumunioù a c'houlenn sikour digantañ.

 

 

Un aozadur dave

Kinnig a ra an Ofis Publik ur servij a galite evit a sell ouzh studiañ lec'hanvioù hag ober troidigezhioù, hag ivez reiñ alioù war an doare da lakaat an anvioù-se war wel.

 

Ober a ra war-dro ivez adlenn ar gobarioù a-raok ma vefe fardet ar panelloù ha diellaouiñ, bremañ ez eus ugent vloaz zo, kement a sell ouzh an divyezhegezh war an hentoù e Breizh e-barzh ar bank roadennoù enlinenn KerOfis.

 

Tapet en deus an Ofis Publik skiant-prenet war an dachenn-se, gant se e vez goulennet e ali digantañ ingal gant aozadurioù all hag a labour war ar memes tachennoù.

Kasit ar pennad-mañ da dud all